

Er su da Vro-C’hall, en ur feurm leun a heol, e veve Matilda, ur yarig vihan he fluñv alaouret. Plijout a rae dezhi lammat er geot, pikat un nebeut greun, ha dreist-holl selaou an istorioù a gonte Mémé ha Mamé, div yar gozh, hag ar yarigoù yaouank : Océane, Manon, Aurégane hag Enora.
E-kreiz al lez e oa an yerdi bras e koad, ha Kabiten Jack an hini spontus a evezhie warnañ (mat, eñ a grede e oa spontus). Ur c’hilhog sonn evel ur soudard e oa, hag e kane bep mintin evel pa roje un urzh d’ar feurm a-bezh :
— Kokorikooo ! War sav, soudarded !

Un deiz, pa oa o vale e-kichen ar gael, Matilda a welas ur fri rous. Oscar e oa, ul louarnig yaouank ha kurius. Disheñvel diouzh ar pezh a soñje ar yer, ne oa ket drouk tamm ebet. Eñ, ar pezh a felle dezhañ dreist-holl, e oa kavout mignoned.
— Demat ! eme Oscar en ur vousc’hoarzhin.
— Demat… a respontas Matilda, un tammig diskredik.
— C’hoant ac’h eus da c’hoari ?
Buan-tre e teujont da vezañ mignoned. Kontañ a raent istorioù an eil d’egile, pep hini en un tu d’ar c’hloued.

Met goude ur pennad, Oscar ne c’halle ket mui :
— Ha mar en em welfemp evit gwir ?
Neuze, hep koll amzer, e krogas da gleuziañ un tunnelig dindan ar gael. Matilda a glochas gant ar c’hoarzhin :
— Met lous e vo da vlev kaer a-bezh !

Ur wech echu an tunnel, Matilda a riklas er-maez didrouz, hag an daou vignon a yeas war-zu ar stêr, el lec’h ma lugerne an dour dindan an heol.
War ar ribl e klevjont un trouz iskis… Splach ! Plouf ! Wouch !

Ur c’hastor aketus-tre a rikle a-hed ur riskler dour bras-meurbet, savet gantañ a-us d’e stankell.
— Salud ! Hector eo ma anv ! a youc’has en ur c’hoarzhin. C’hoant hoc’h eus da esaeañ ?
Matilda hag Oscar a lavaras ya gant o fenn, laouen-holl. An endervezh a-bezh e tremenjont o riklañ, o strinkañ dour hag o c’hoarzhin.
Goude kement a c’hoarioù, Hector a ginnigas dezho :
— Deuit da verennañ du-mañ !

Met ret e oa splujañ dindan an dour evit mont tre. Matilda he doe un tammig aon.
— Gleb e vo ma fluñv a-bezh !
— Ne vern, eme Oscar. Te a vo ar yar lugernusañ er yerdi !
Splujañ a rejont eta, ha dizoleiñ ti koant ar c’hastor : mogerioù e koad kaset gant ar stêr, al leur goloet a vann, ha war an daol… gwastilli kraoñ ha chug avaloù.

Met pa grogas an heol da guzhat, Matilda a gomprenas :
— O nann ! Kabiten Jack a welo n’on ket distroet !
En em lakaat a rejont da redek a-dreuz ar parkoù.
Pa errujont e-kichen an yerdi, e weljont Kabiten Jack, sonn-tre, oc’h evezhiañ al lez eus lein e glud.
— Penaos ober evit mont tre ? a c’houlennas Matilda, nec’het.
— Lez ac’hanon da soñjal… a respontas Oscar.

Neuze e savas ur mennozh e penn Oscar : goulenn skoazell digant Joe, marc’h kozh ar feurm.
— Joe, ha gallout a rafes skeiñ gant da garn war an dourlec’h ? Evel-se e vo tennet evezh ar c’hilhog.
Joe a c’hoarzhas hag a reas BOUM BOUM BOUM !
Kabiten Jack, o kredin e oa un alarm, a redas da welet en ur youc’hal :
— D’an armoù, ma yer !

A-drugarez d’ar safar, Oscar a ambrougas Matilda betek an yerdi. Tremen a reas dre an tunnelig hag en em riklas e-barzh, dianal-holl met laouen. Dre ar prenestrig, al loar a vousc’hoarzhe hag ar stered a lugerne.
An noz-se, en em stardet etre Mémé, Mamé, Océane, Manon, Enora hag Aurégane, Matilda a gouskas, o huñvreal dija eus he avantur da-heul gant Oscar hag Hector.